Pajenn:Buez ar Pêvar Mab Emon.djvu/154

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
144

Ha me hoc’h enoro etro pad ho pue.

Emon.

Ampereur Charlamagn, pa meus grêt ar sermant,
Me zalc’ho aneàn perpetuelamant ;
Rac-se-ta, sonjit piou a deuyo ganén-me,
Ha me rêi va fossubl da heuill ho polonte.

Charlamagn.

Richard a Normandi, Oger hac Idelon,
Galeran ha Ripus, hac ive Salomon,
Hac an Duc Isakar, ha Marqis Henori,
A zo Chevalierien courajus hac hardi.
Ni a ya da Baris d’ho cortoz, var hor pouez.
Adieu dêc’h, Autrone, qen a vo er pales.

Ar Roue hac e suit a ya da Baris.


Emon.

Adieu eta dêc’h, Sir ; me bromet dêc’h ervat
E rimp hon oll bossubl da gaout eun issu mat.

Ar Marqis Henori.

Arça eta, Emon, n’hon eus nemet sònjal
Pe ni glasqo an dro, pe ni a ya ractal
Entrezec ha Dordon da glasq ho pugale.
Eun den violant ê gouscoude ar Roue,
Commandi da eun tad distruji e vuguel !
Qementse a gavàn dinatur ha cruel.
Mes, allas ! er brezel ne zeus egard ebet
Evit na tad, na mam, qerent na mignonet.

Emon.

Demp ractal, Autrone, entrezec ha Dordon,
Mar cavàn va mibien, em bo confusion,
Rac me gounnarfe sur evel eul leon goe
Qent eguet ma vanqfen da gombati oute.

Renod.

Bremàn pa omp pellêt demeus hon enemi,
Me gred, va mignonet, ec’h allomp reposi.