Pajenn:Buez ar Pêvar Mab Emon.djvu/151

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
141


Idelon.

Me gred e maint bremàn ouz eur potanç en êr.

Charlamagn.

Petra ê ho peach ? Lavarit an tenor.

Ripus.

Confusion ha mez mui eguet a enor.
Impalaer puissant ! mar er permetit din,
Issu hor beach trist prest dêc’h a lavarin.
Pa voemp êt gant Hernier dre ho permission,
En esper qemeret castel mibien Emon,
E commandas demp prest ambusqi en eur c’hoat,
Hac e yas e-unan d’ar c’hastel diveat ;
Qer subtil e comzas, m’en devoe da goannia,
Ha pedet ouspen ze an nôs-se da loja.
Pa voe-ta peb-unan cousqet mat er c’hastel,
E yas neuze Hernier betec ar zantinel,
Hac e troc’has e benn d’an hini rê ar guêt ;
Neuze e sortias justamant d’e soùhet,
Ma teuas d’hor c’havet er moment hac en heur,
Da vont gantàn da glasq Renod hac e vreudeur.
Pa voemp er basse-cour o pignat en donjon,
E voemp clêvet souden gant ar c’hoqin Samson,
En deus hon arrêtet ha difunet Mogi,
Pini a ras ractal sevel e guendervi :
Ma teujont d’hor c’havet evel chass arrajet,
Ha ma renqjomp tec’hel pe bea oll lazet.
Mes Grifon hac Hernier zo dalc’het er c’hastel :
Me gred certenamant e vo grêt dê mervel.
Goella tra hon eus grêt, o sortial gant poan,
Ebars ar basse-cour hon eus laqet an tân.
Me gred en bêr-amzer e vo sur reduet
En tân hac en ludu... Ha c’houi vel ar moguet ?

Oger.

Oh ! pez confusion dêc’h-u, Roue a Franç