Pajenn:Buez ar Pêvar Mab Emon.djvu/150

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
140

Deus huella tourel zo var ar pavillon.

Qemer a rêr anê.


Grifon.

Allas ! va fardonit, Autrone tud leal ;
Me ne voan deut nemet dre aliou re-all ;
Ordrenet voa din dont gant ar Roue Charles,
Ha me ne gredis qet e refusi james.

Mogis.

Demezel ar groug ê bremaic ho pardono ;
Meritout a rit se, m’en assur, pell a zo.
C’houi ê ar miserabl en deus lazet va zad :
Me ho pêo bremàn gant canab, va den mad.

Renod.

Güelet a rit amàn recompanç trahison.
C’houi a dal an dra-ze da Hernier ha Grifon.
Mar gallomp ho trapout, ho po sur qement all ;
Rac mar manqomp varnoc’h, n’ho po qet d’hon tamal.

Sortial a reont.


————

Seitecvet Dialog.

Amàn e crouguer Grifon hac e tiframer Hernier
 entre pêvar marc’h. Er memes amzer e veler
arme ar Roue dirac ar c’hastel.


Charlamagn d’e dud :

Poanniet òn, Autrone, pa ne glêvàn nep brud
Deus a gannad Hernier ha demeus e oll dud.
Mar dint en em fouret en castel Rochefort
E vint massacret oll, en dispit d’o effort...
Mes me vel oc’h antre Idelon ha Fouqes,
Ha calz a re a voa en o c’hompagnunez.
He bien-ta, Autrone, petra oc’h eus-u grêt ?

Ispionet ar Roue a antre.


Idelon.

Efei, darbet ê demp assur bea crouguet.

Charlamagn.

Pelec’h-ta ê chommet ha Grifon hac Hernier ?