Pajenn:Buez ar Pêvar Mab Emon.djvu/152

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
142

Cetu an Duc Grifon staguet ouz eur potanç
Evit e recompanç da ober trahison !
Ze vo d’e oll ligne mez ha confuzion.
Mes Doue a zo just ; én a lazas Beuvet ;
Me gred dre urz Mogis assur ê bet crouguet.
Hernier n’en devo qet, a gred din, nebeutoc’h :
Birviqen trahison ne rayo sur pelloc’h.
Ma vijec’h attrapet, Fouqes ha Ganelon,
E vijec’h pêet mat evit ho trahison.

Charlamagn.

Oger ! me ordren dêc’h ne rit rebech da zen :
Ar pez zo c’hoarveet lezomp-àn da dremen.
Ah ! tud abominabl ! fe a Roue a Franç,
Me zisco dêc’h staga va zud ouz eur potanç !
Hoguen, cetu an tân o crêgui er c’hastel ;
Sortial a renqfont me gred ne vo qet pell :
Rac-se laqomp eves peagoulz e yint qüit,
Ma traillfomp a damou an dud fall hipocrit.
Mes ne vo qet dêvet ar c’hastel ar vech-mâ :
Ne zortifont qet c’hoas, rac-se demp da leina.

————

Trivac’hvet Dialog.

Renod.

Maleur demp, Autrone ! cetu croguet an tân
Ebars en hor c’hastel, en dispit d’hon oll boan !
An dud fall-ze certen, pa n’ellent ober qen,
O deus grêt qement-mâ, an dud vil, inhumen !
Allas ! pa ê dêvet bremàn qement hor boa,
Ne zeus mui a voyen da zerc’hel qen amâ ;
Rac-se n’em breparomp bremàn evit qüittât.

Mogis.

Ret sur e vo ze demp abret pe diveat.