Pajenn:Buez ar Pêvar Mab Emon.djvu/144

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
134


Hernier.

Benoas en peb amzer e voen atao galvet.

Guichard.

Ar Roue Charlamagn, hervez a leveret,
Hac e oll Baronet a arrach gant despet,
En defot na ellont eur vech cavout ar chanç
Da dizout ac’hanomp dindan e buissanç.

Hernier.

Güir ê sur, Autrone, drouc zo en o c’halon,
En defot ne allont caout diouzoc’h rêson.

Richard.

Pa deufe ar Roue da grevi gant arrach,
Ni rêi deàn matier d’exerci e gourach :
Tromplet ê, m’en assur, en e ompinion,
Mar sònj gonit netra var bugale Emon,

Samson.

Ne dalfe qet e nac’h, rusia ràn gant ar vez,
Pa zònjàn en maliç an Ampereur Charles,
A zo deut deus Paris gant eun arme ponner
Evit tenna venjanç a bêvar Chevalier !
D’ho craçou mat, Mogis. Clêvet e meus pell zo
Ec’h ouzoc’h, pa ve ret, ober brao meur a dro.

Mogis.

Evit lavarat güir, me voar va be a ba,
Ha gout a ràn ive va Domine, labia ;
Mes me ne garàn dont da exerci nep tro
Nemet en câs pa vemp en poan eus a varo.
Mes mar chomàn nemeur c’hoas gant va c’hendervi,
Me rêyo d’ar Roue, drouc ha mat gant e fri,
Ober eur peoc’h padus gant bugale Emon,
Pe donét da souffri mez ha confusion.

Guichard.

Bremàn p’hon eus coanniet, Renod, deliberet
Piou a vo deputet fenos da ober guet,