Pajenn:Buez ar Pêvar Mab Emon.djvu/143

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
133

En deus grêt din neuze tec’hel deus e bresanç ;
Hac en deus bremàn qeuz, hervez a meus clêvet,
N’en devoa var ar plaç ac’hanoc’h assommet.
Qement ha qer bian, mar galler va derc’hel,
E vin sur distrujet dre eur maro cruel.
Rac-se me ho suppli, Autrou ar Chevalier,
Ho pet, mar plich ganêc’h, true eus va mizer,
Ha deut d’am repui ebars en ho castel,
Ha me a vo sur dêc’h fidel bete mervel.

Renod.

Bet certen, Chevalier, hervez a lavarit,
Ne ouffen biqen dont da zisqeuz d’ho merit
An obligation a meus-me, Autrou, dêc’h,
Mar dê güir qement tra a glêvàn-me ganêc’h.
Antreit em c’hastel hardimant, va mignon,
Ha ni rai assambles bremaic colation,
Ha roit asistanç demp-ni, mar be affer.

Hernier.

Autrou, me rayo ze, en fe a Chevalier.

Renod a gred aneàn, hac en laqa da antren er c’hastel.


————


Trizecvet Dialog.

Renod a lavar d’e Vreudeur :

Allòn-ta, va breudeur, ret e vo demp fenos
Eva peb a vanne qent ma yimp da repôs.
Da enori presanç an den generus-màn
Zo abalamour demp en em laqet en poan.

Alard.

Azeit prest ouz taul, Autrone, m’ho suppli,
Ha m’em bo an enor da zont d’ho servichi.

En em laqat a reont tout deus taul.


Renod.

D’ho craçou mad, Autrou. Penos oc’h-u hanvet ?