Pajenn:Buez ar Pêvar Mab Emon.djvu/145

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
135

Mac’h ayemp da repos, rac goall nôs ê dija ;
Me a gred e vemp oll contant da ziscuiza.

Renod d’e Ecuier.

Va mignon qer Deland, c’houi zo eun den fidel,
Me ho teput fenôs da vont en santinel :
Na lest den da antre, dreist oll da zortia,
Hep rêi din da c’houzout ha va avertissa.

Deland.

Credit en assuranç e meus joa em c’halon
Pa gommandit din-me da vont en faction ;
Me rayo gant soign vras ar zantinel fenôs.
Rac-se-ta, Autrone, ît hardi da repos ;
Me en em acqüitto qercoulz evel eun all,
Rac me voar ar vicher a meus bet grêt goechall.

Renod.

Arça, va mignonet, demp bremàn da gousqet,
Qemerit ho repos hac en em discuizet ;
Dreist pep tra ho pedàn ma na vo den traitour,
Ha ni rêi d’ar Roue ha d’e Brincet labour.

Mont a reont da gousqet.


————


Pêvarzecvet Dialog.

Hernier sioulic outàn e-unan :

Bremàn pa ê cousqet an oll dud er c’hastel,
Me a ya goustadic betec ar zantinel
Da gontraign aneàn da ober digor din :
Mar gra refus da ze, assur mad er mouguin,
Ha p’am bo an alc’hoe dindan va fuissanç,
Me a rayo antren arme ar Roue Franç,
Ma tistrujfomp Renod hac e gastel nêve,
Hac evit recompanç me am bo eun Duche.

Deland en sentinel.

Qi vi ? pioù zo aze d’ar c’houlz-màn o qerzet,
Hep goulou na letern ? Parlantit mar qeret,