Pajenn:Buez ar Pêvar Mab Emon.djvu/140

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
130

Da zont d’am deputi, me hac hoc’h Autronez,
Evit mont da zicour Hernier en ho reqet,
A enep traitourien n’o deveus fe abet,
Ni a ya gant joa vras d’ober ar veach-se,
Hac a bromet ive dirac ho Majeste
Penos ne vanqfomp qet da ober hon effort
Da renta dêc’h Renod ha castel Rochefort ;
Rac meritout a ra pell zo mibien Emon
Digant ho Majeste receo punition.

Charlamagn.

It eta, Autrone, hoguen me ho suppli,
Grit din en em venji demeus va enemi.

Hernier.

Arça, va mignonet, cetu ni en eur poent
Ma rànqomp implija bremàn hon oll sqient
Evit dont da zònjal penos nac en pe guis
Ec’h alfomp dont abenn demeus hon antrepris.

Grifon.

C’houi a zo an auteur demeus an drajedi ;
Rac-se noc’h eus bremàn nemet deliberi
Penos effectui ervat ar bromesse
Oc’h eus-u grêt bremaic en presanç ar Roue.
Ni royo dêc’h sicour qement ha ma eller ;
Noc’h eus nemet sònjal petra zo da ober.

Hernier.

Ret vo n’em ambusqi fenos er c’hoadic-màn ;
Mes en em dalc’hit prest, dreist peb tra ho pedàn,
Pa deuin d’ho cavet da vea oll armet,
Ha da heuill ac’hanòn dilijant ha secret,
Ha me ya d’ar c’hastel evit goulen loja :
Me bretant mont fenos gant Renod da goannia.

Galeran.

Grit moyen eur vech demp da vont tost d’ar c’hastel,
Ha ni vo mestr ebars certen hep dale pell ;