Pajenn:Buez ar Pêvar Mab Emon.djvu/141

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
131

Ha ma na ellomp qet dre ennomp hon-unan
Distruja Rochefort, ni laqayo an tân
Assur qent sortial en daou pe dri andret,
Ha dre ar voyen-ze e vo sur oblijet
Renod hac e vreudeur da güittât ar c’hastel :
Mar gallomp ober ze, ne vo netra a voell.

Hernier.

Me ya eta em zro ; rac-se, va mignonet,
En em dalc’hit en stat pa deuin d’ho cavet.

————

Unnecvet Dialog.

Alard da Hernier, pehini a sco var an nôr :

Piou a sco evelse d’ar c’houlz-màn deus an nôs ?
An nep zo tud honest zo poent bras dê repos,

Hernier.

Me zo eur Chevalier a dud am Ampereur,
Ha rac ma meus meulet Renod hac e vreudeur
En presanç Charlamagn, en deus va chasseet
Ermes eus e zervich gant peb seurt crueldet ;
Êru voar var va lerc’h ; mar galfont va faqa,
E vin sur distrujet dre ’r maro cruella.
Rac-se me ho suppli, Autrou, dre charite ;
Da rêi din eur voyen da recour va bue :
Digorit din an nôr, humblamant m’ho suppli,
Ma chommin er c’hastel fenos da reposi.

Alard.

Me ya da gaout Renod a zo va breur ena :
Ne antre den amàn hep en avertissa.

Hernier.

It-ta gant dilijanç hac hastit prest affo ;
Ma na deut d’am zicour, allas ! ez òn maro.

Digueri a rêr deàn an nôr abars eur pennad,
hac ec’h antre.