Cresqi eun nebeudic c’hoas va gouarnamant
Eus a drêgont lêo dro, en form a eun duche,
Me en em oblichfe, dindan boan va bue,
Da renta dêc’h Renod hac ive e vreudeur
Dindan ho puissanç, credit, va Ampereur,
Ha rêi dêc’h n’alhoeyou deus ar c’hastel nêve :
Ne brometàn netra na rin sur, va Roue.
Charlamagn.
Mar gallit ober ze m’ho crêyo Duc en Sans,
Eun Duche ar c’haera a zo ebars en Franç ;
Hac ho tud ho coude o devo ’n dignite
Ha memes privilach, mar carit ober ze.
Hernier.
Me a ya da c’hoari eta va fersonach ;
Rac-se roit din, Sir, tud demeus a gourach,
Mes tud a vo fidel, allin fiout enne,
Hac a rêyo evel ma commandin deze.
Charlamagn.
Deputit, va mignon, an nep a zo d’ho crat,
Hac e varchfont ganêc’h ne vo qet a zebat.
Hernier.
Pa rit din obtion deus a ze, va Roue,
Grifon de Hautefeill a meus c’hoant a deufe,
Fouqes de Morillon hac ar C’homt Ganelon,
Galeran ha Ripus, hac ar Prinç Idelon,
Hac an Duc Isakar zo ive den vaillant ;
Ar re-màn a fell din, Impalaer puissant :
Commandit-ta dê, Sir, dont ive d’am zicour,
Evit tenna venjanç demeus va adversour.
Charlamagn.
It eta, Autrone, p’en deus fianç ennoc’h ;
It prest-ta d’er sicour, hep arrêti pelloc’h.
Idelon.
Impalaer puissant ! pa ê ho madelez