Pajenn:Buez ar Pêvar Mab Emon.djvu/138

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
128

E maint en eur c’hastel fortifiet meurbet,
Hac a zo imprenabl, herves a zeblant din :
Biqen n’o reduisimp nemet dre ar famin.
Rac ne vo qet Renod hac e dud qemeret :
Sortial hac antren a reont d’o zoùet.
N’en dê qet tra facil donet da zistruja
Eur c’hastel zo da dud eus ar c’hourajussa.
Rac-se me ve avis da vonet var hor c’his
D’ober goânvadurez adare da Baris ;
Ha pa vimp êt ac’hann, ô Sir ! mar ho pe c’hoant
E laqfomp da varcha tout hoc’h ariere-band,
Ha doubli hoc’h arme da zonet d’ar vrô-mâ,
Ma laqafoc’h Renod hac e dud da grena.
Nemet dre ’r voyen-ce me meus aon gant rêson
N’en em venjfomp biqen a vugale Emon.

Charlamagn.

Penos ? tud eveldomp, courajus ha vaillant,
Ne deuimp qet abenn a bêvar insolant !
Ni hou eus goneet nombr bras a brovinçou
Gant an distera brud hepqen eus hon armou ;
Hac e ve eur c’hastel grêt em Rouantelez
A resistfe ouzòn ?... Fonti ràn gant ar vez.

Hernier.

Grêt òn ganêc’h, ô Sir ! gouarner eus a Franç ;
Bea meus dindannoc’h calz demeus a buissanç ;
Mes mar grit din eun dra zo em ompinion,
Me rêi dêc’h en em venj a vugale Emon.

Charlamagn.

Beit certen, Hernier, mar d’on Roue a Franç,
Me royo dêc’h qement demeus a buissanç
Evel a zezirit, mar gallit ober ze,
Hac ho caro parfet enpad va oll bue.

Hernier.

Ma ve dêc’h agreabl, ô Ampereur puissant !