Pajenn:Buez ar Pêvar Mab Emon.djvu/137

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
127

Pa zònjàn en comzou Renod hac e vreudeur.
Pa meus lavaret dê ebars en bêr langach,
Humpla ma voa possubl, petra voa hor beach,
Ê antreet Renod en qement a furi,
Ma credis e teuje ractal d’hon distruji.
Scrignal a rê e zent, savet voa blêo e benn,
Ma respontas deomp-ni ebars en bêr termen,
Penos ne voa qet den da verza e vreudeur
Evit cavet trevers ganêc’h, va Ampereur.
Cetu hor c’hevridi, ô Monarq puissant !
Biscoas n’em boa güelet eun den qer violant.

Charlamagn.

Pa deuàn da zònjal, e fell din counnari,
E ve pêvar goqin am zrêtfe vel eur c’hi !
Na c’houi eta, Emon, petra zònjit var ze ?
N’em bo-me qet rêson demeus ho pugale ?

Emon.

Me bromet da Zoue ha dêc’h, va Impaler,
Ê pec’het dont d’am blam pa meus grêt va dever ;
Evel ma meus cavet anê var ar bale,
E meus o c’hombatet hoc’h avan-goard ha me,
Qement ha qer bian, ma voamp var an dachen :
Penevert ho sicour e voamp prisonnierien.

Charlamagn.

Orsus, va Baronet, me ro dêc’h odianç
Da lavarat hardi hoc’h avis em presanç,
Da c’hout petra hon eus ar güella da ober :
Biscoas tra n’am poannias evel ar seurt affer.

Salomon.

Ampereur puissant ! gant ho permission
Me lavaro var ze va resolution,
Hac en hoc’h assuràn evit nep seurt effort
Ne guemerfomp dre nerz birviqen Rochefort.
Ouspen, mibien Emon ma int tud redoutet,