Pajenn:Buez ar Pêvar Mab Emon.djvu/136

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
126

Nan, nan ; ne c’hoarveo birviqen qementse.
Arça, va breur yaouanc, va mignon qer Alard,
C’houi a renqo fenos ober an avan-goard.
Ennoc’h e meus fianç ; rac-se-ta me ho ped,
Ne lezit den d’antren qen am bo permetet.

Alard.

O Chevalier vaillant, mar deus er gristenes,
C’houi zervich demp da dad ha da vreur assambles.
Mar domp forbaniset gant nep hon anjandras,
C’houi a zeu d’hor zouten, va breur qer, dre ho craç ;
Hoguen ni er promet, ha va breudeur ha me,
Êc’h oboisfomp dêc’h etro pad hor bue ;
Ha pa gommandit din fenos an avan-goard,
Me a zento ouzoc’h hep bea tam couard,
Hac en em acqüitto qercoulz ha ma rêi den,
Nemet dre drahison e teufet d’am zurpren.

Richard.

Va breur ena Renod, me ho trugareca ;
O clêvet ho comzou me a meus calz a joa.

Renod.

Demp eta da repos, m’ho ped, va mignonet,
Rac Castel Rochefort zo eur plaç assuret.

Mont a reont da gousqet.


————

Decvet Dialog.

Charlamagn hac e suit a antre hac a c’houlen
ouz an daou Ambassadour :

M’ho ped, va mignonet, da renta din rêson
A respont oc’h eus bet digant mibien Emon.

Nêm.

Ia, Sir, ni hon eus eur respont recevet,
Ha n'ho po qet a joa nemeur ouz e glêvet.
Ne dalfe qet e nac’h, bea a meus horreur