Pajenn:Buez ar Pêvar Mab Emon.djvu/135

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
125

Mar qerit, ez ê prest da ober peoc’h ganêc’h.

Renod.

Ah ! va c’hender Richard, ne c’houlennàn qen tra.
Lavarit din petra a fell deàn bremâ.

Richard a Normandi.

Me en disclêrio dêc’h, hep bea tam couard :
Ma qerit delivra deàn ho preur Richard,
D’en em venji outàn ebars en e soùhet,
E pardon ac’hanoc’h dre garante barfet ;
Ma ne rit an dra-ze, en deus toùet penos
Ne lêzo ac’hanoc’h birviqen en repos.

Renod.

Clêvit eta, Richard, ha c’houi Duc Nêm ive :
Ha n’ho poa qen mennad da zonet hor bete ?
Penevert, m’en toùe, ma oc’h va c’hendervi,
Me a raffe en beo donet d’ho tifframmi.
Lavarit d’ar Roue, daouest d’e c’hourdrouzou,
Ne ràn fors aneàn muiguet fanc va boutou.
C’houi pini da guenta a dlefe hon sicour,
Hep mez en em rentit hor brassa adversour.
Hac oc’h qen iffrontet da rêi din conseill c’hoas
Da livra va breur qèz ! Tec’hit dirac va faç...
Mar credit eur vech all comz ouzse dirazòn,
Me deuyo d’ho trailla, credit mad ac’hanon.

Nêm.

Ni ya da zortial, Renod, tranqilamant,
P’oc'h eus ar vadelez d’hon leusqel, en instant.

Richard.

It eta, hac hastit evel pa vec’h tud mud ;
Terrupl en ho cavàn iffrontet evit tud.

Renod.

Dalc’het ê Charlamagn eun nebeut en e benn,
Mar sònj deàn penos e vemp-ni traitourien,
E teufe an eil breur da verza eguile.