Pajenn:Buez ar Pêvar Mab Emon.djvu/134

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
124

Ne brisfe qet qüittât ar blacen evidòn.
Me garfe e yêfe eun daou ambassadeur
Em feurs bete Renod hac ive e vreudeur,
Da lavarat dêze livra din-me Richard,
Da zispos dioutàn evel deus eur pandard,
Evit ober outàn hervez va bolonte,
Hac o recevin c’hoas ebars em c’harante.

Richard a Normandi.

Sir, me en em offr dêc’h da guenta da vonet
Da ober ar veach ebars en ho reqet.

Nêm.

Ha me a yel ive joaüs hep laqat mar ;
Me gred e rêi Renod eun darn eus hon lavar.

Charlamagn.

Rentit din ar respont qent eguet ma vo nôs :
Ni ya d’hor pavillon bepret vit ho cortos.

An Duc a Nêm ha Richard a Normandi, gant peb a vranq
olives glas en o dorn, a ya da sqei var dor castel Renod.


————

Novet Dialog.

Qenta Ecuier Renod d’an daou Ambassadour.

Petra fell dêc’h amàn o sqêi qer divergont ?
Mar bet qen aheurtet ne gafoc’h qet ho cont.

Nêm.

Ni zo messajerien abeurs an Ampereur,
Hac a fell demp güelet Renod hac e vreudeur.

Ar C’henta Ecuier.

Paciantit eun tam ; ma rentin respont dêc’h ;
Me ya da lavarat dê dont da gomz ganêc’h.

Mont a ra d’e gommission ; Renod, e vreudeur
ha Mogis a zisqên.


Richard a Normandi.

Salud, Chevalierien vaillant ha redoutet ;
Deus abeurs ar Roue ez omp bet deputet
Da zonet ho pete evit lavarat dêc’h