Pajenn:Buez ar Pêvar Mab Emon.djvu/131

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
121

C’houi ê sur an hini a dlefe hon sicour,
Hac ez oc’h gouscoude hor brassa adversour !
Hoguen beit furoc’h en amzer da zonet :
Sicourit ac’hanomp ouz hon enemiet,
Hac e vo lavaret : Cetu an Duc Emon
Oc’h ajissa bremàn gant prudanç ha rêson.

Emon.

Ah ! glouton, na te gomz en termou nebeut fur !
Ha sònjal a rês-te e rin-me eur parjur ?
Me dreusjfe da galon adreus gant va c’hleze
Qent terri ar sermant a meus grêt d’ar Roue.

Samson.

Re a civilite oc’h eus, Chevalierien,
En andret ar re-màn zo ispionerien,
A voa deut, ma c’haljent, evit hon trahissa :
Allòn ! saillomp varne gant an arrach brassa.

Renod hac e dud a gombat avan-gard ar Roue.


Ganelon.

Evidoc’h da vea mui eguedomp a dud,
Noc’h eus qet a affer d’ober qement a vrud ;
Rac ni hor bo sicour mar hor güeler goassa :
Courach ; va mignonet, sicourit resista.

Renod a chom tranqilamant da c’horto respont e dad.


Mogis.

Ha ne voac’h qet contant, Fouqes ha Ganelon,
Da vea massacret va zad dre drahison,
Oc’h deut c’hoas d’ar vrô-màn da drahissa ive
Dre ’r gassoni mortel va c’hendervi ha me ?
Hoguen ni rêyo dêc’h leusqel sur ho croc’hen :
Redoublit a gourach, m’ho ped, Chevalierien.

Avan-gard ar Roue a goll gant Renod.
Anlevi a ra e dad evel eur buguel eus a greiz e regimant.


Richard a Normandi.

En em zicouromp oll, Autrone, m’ho suppli,
Pe ez omp dre valeur contraign da reculi ;