Pajenn:Buez ar Pêvar Mab Emon.djvu/132

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
122


Renod.

Arça eta, va zad, pa droublit hon repos,
M’ho crayo prisonier qent eguet ma vo nôs.

Fouqes.

Alarm ! Roue a Franç : pelec’h oc’h-u manet ?
Ma na deut d’hor zicour, ez omp oll qemeret.

————

Eizvet Dialog.

Idelon, Griffon, Ripus, Galeran, etc. a antre.

Idelon.

N’em digoncertit qet : êru omp d’ho souten.
Mes cetu qemeret Emon gant e vibien.
Avançomp, mignonet, var an dud fall traitour.

Richard.

Renod, lêzit va zad, ha deut prest d’hor sicour,

Renod a lêz e dad.


Ma rayomp reculi arme ar Roue Franç,

Mogis.

En dispit d’o furi coulz ha d’o arroganç.

Grifon.

Penos ! ha ni doublet, e rencomp reculi
Dirac mibien Emon hac e zivroidi !
Diaoulou incarnet, me gred, ê ar re-mâ :
Ma n’en em gourajomp, omp collet sur amâ.

Renod.

Couraj, va breudeur qer, ha c’houi ive Samson ;
Ni rêi dê sur scarza en o c’honfusion.

Charlamagn.

Penos, va Baronet, maro ê ho calon,
Ma ranqit achap qüit dirac mibien Emon !

Galeran.

Ma na deut d’hor zicour, Roue ar Francisien,
Ez omp disenoret gant ar friponerien.