Pajenn:Buez ar Pêvar Mab Emon.djvu/130

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
120

C’houi n’en doc’h mat nemet da ober trahison.
Daoust dec’h n’em difen pautramant na ret qet,
Rac ni zaillo varnoc’h evel chaç counnaret.

Renod.

Clêvit eta, va zad : poc’h eus c’hoant combati,
Ha pa oc’h obstinet, ret ê ho contanti ;
Hoguen me ho suppli, ne fiet qet ennomp,
Ma yit bete qeit-se, e vo qeuz bras deomp ;
Ma ellomp oc’h attrap, voc’h dalc’het er prison
Da c’horto Charlamagn da bêa ho rançon.
Mes en em arrêtit... ha daoust d’ho cruote,
Me lavar dêc’h amàn dirac an assamble :
Lavarit din, va zad, en petra e sònjet ?
Ha possubl ve ho pe collet-ta ho speret,
Dont da bersecuti ho pugaligou baour,
Zo preciussoc’h dêc’h eguet arc’hant nac aour :
C’houi c’heus hon renoncet en presanç ar Roue ;
Ah ! peguen enoret oc’h-u gant qementse !
Hac evel bastardet, privet deus hor partaj ;
Hac evit qementse n’en doc’h qet contant c’hoas,
Pa oc’h deut d’ar vrô-màn da zicour distruja
Ar plaç hon deveus grêt evit en em loja !
Hac e vijec’h ganet etouez ar bayanet,
Ar barbaret cruel hac an idolatret ;
Ha n’ho pije biscoas clêvet comz a Zoue,
Ne vijec’h qet qer cri enep ho pugale.
Ma na heuillit exempl, va zad, demeus an dud,
Deut da gonsideri ebars el loened mud ;
Ne gafoc’h qet certen eul leon bars er c’hoad,
N’en deveus carante atao evit e voad ;
Al loened horrupla a veler o-unan
En em briva a voed evit o re vian.
Ia, c’houi zo eun tad qer cri én hon andret,
Ma ve eur blijadur dêc’h hor güelet crouguet.