Pajenn:Buez ar Pêvar Mab Emon.djvu/129

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
119

Bremàn e vo güerzet dêc’h maro Bertelot.
Laza niz ar Roue ebars en e bales !
Ha c’houi vouije ober brassoc’h fallagries ?
Deut ê an Ampereur ebars en personach
Da venji Bertelot deus eur c’her bras outrach,
Peguen suffisant oc’h gant ho castel neve !
Nebon ni a verrao ho caqet hep dale.

Renod.

C’houi ho po da dalvout o c’horto qementse.
Orsus eta, va zud, evel leonet goe,
Saillomp-ta a vagad var tud an Ampereur,
Pa int deut en hon toues evit clasq o maleur.

Amàn e tenner ar c’hlezeyer a bep coste. Emon en em
bresant ractal, Renod oc’h anaveout e dad e
penn e adversourien a gri gant spont :


O pebes tra estranch, horrupl da gontempli,
Me vel ive va zad deut d’hor persecuti !
Daouest d’ho crueldet, va zad, en hon andret,
Ni cedo ar blacen ganêc’h, mes dre respet.
N’em dennomp, va breudeur, ne vomp qet qen ingrat
Da zouguen an armou da gombati hon tad.

Renod a laqa sqei ar retret evit nonpas en em ganna ouz e dad.


Emon.

Arrêtit, arrêtit, poeltronet didalve !
Mez e meus d’hoc’h anzav evit va bugale ;
Ma ellomp ho trapout, tud fall ha louldic,
C’houi vo crouguet evel eur chapeled silzig.

Bugale Emon en em arrêt evit selaou o zad.


Richard..

C’houi oc’h eus blam, va zad, d’hon henvel poeltronet,
Abalamour ma omp re vad en hoc’h andret ;
Penevert ma tleomp dêc’h, sivoas, ar vue,
E voac’h distrujet oll. Rentit graç da Zoue.
C’hoas eur vech ho pedomp gant peb civilite
D’hon lezel en repos ha tec’hel alesse.

Emon.

Ah ! poeltronet infam ! noc’h eus qet a galon ;