Pajenn:Buez ar Pêvar Mab Emon.djvu/128

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
118


Emon.

Ne meus qet bisitet c’hoas ar c’hastel neve ;
Hoguen pa oc’h êru, demp hor pemp da vale,
Da c’hout ha ni alfe dizolo eun andret
Pini a ve êzet d’ellout e guemeret.
Ne reomp qet a drous, me ho ped, Autrone,
Rac mar beomp santet, hor bo sur ar chasse.

Pourmen a reont vardro ar C’hastel.


Oger-Danoa.

En em dennomp ac’hann, n’ouffemp qet ober goell ;
Güelet omp, m’hoc’h assur, gant tud eus ar c’hastel,
Rac me glêo ar porz bras bremàn o tigueri :
Ne dal qet marc’hata ; ret ê demp combati.

Amàn e clever tud ar C’hastel oc’h ober calz a vrud.


————

Seizvet Dialog.

Renod hac e dud a antre dre eur c’hoste
opposet da dud ar Roue.

Renod.

D’an armou ! d’an armou ! buan, chevalierien,
Rac me a vel amàn darn hon adversourien.
Arça-ta, va breudeur, bremàn ni a ranco
Dont aben d’o drapout en beo pe en maro.

Richard.

Penos ? Oger-Danoa, Richard a Normandi,
Ha c’houi gouzout ervat ez oc’h hor c’hendervi,
Oc’h deus ar re guenta o tont d’hon attaqi !
Souezet en em gafoc’h qent fin an disparti.
Evit güelet Fouqes hac ar C’hont Ganelon
O tont d’hon attaqi, ne gavàn qet eston ;
Adversourien int demp, an dud fall ha traitour ;
Hoguen me en tou sur, ni rêyo dè labour.

Richard a Normandi.

Terrubl oc’h orgouilius gant ho preudeur, Renod ;