Pajenn:Buez ar Pêvar Mab Emon.djvu/127

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
117

Hastit dont d’hor sicour, mar clêvit nep tourni,
Rac mar beomp santet, e vo torchet hor fri.

Charlamagn.

It atao, Autrone, p’ho pedàn, hardimant :
Ne veoc’h qet goassoc’h qeit a ma vin presant.

————

C’hoec’hvet Dialog.

Emon a antre e-unan, hac en eur zellet
eus Castel e vugale a lavar :

Cetu me eta deut da visita ’r c’hastel
Zo amàn batisset gant va fêvar buguel !
Possubl ve, va Doue ! e ven qer cruel-ze,
Da zont d’en em armi enep va bugale !
Ret ê din en ober, pe otramant caout blam :
Qementse a redoubl va foan a neve-flam.
Allas ! va bugale, me meus ho chasseet
Evel pêvar bastard eus va zi hep sujet,
Hac ive ho privet deus hoc’h oll heritach ;
Me zo en hoc’h andret tad cruel ha sovach.
Ha possubl ve, Emon, ne ves qet c’hoas contant,
Goude bea privet da bêvar innoçant
Demeus da oll vadou, da zont ouspen ze c’hoas
Evit clasq o bue ! Oh, ingrateri vras !
Ra veo milliguet ar moment hac an heur
Ma renoncis dêze dirac an Ampereur !
Mes pa meus grêt sermant, e rancàn en derc’hel
Dindan boan da vea traitour hac infidel.

Fouqes.

He bien Duc Emon, ha c’houi c’heus bisitet
Ervat ar c’hastel-màn, hac a voar ar secret
Evit en distruja abars nebeut amzer ?
Ma ouzoc’h se, c’houi vo mignon d’an Impaler.