Pajenn:Buez ar Pêvar Mab Emon.djvu/123

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
113

Demp bremàn da repos, ha varc’hoas ar beure
Ni visito Renod en e gastel nêve.

Ar Roue hac e dud a zorti evit mont da repos.


————

Pêvarvet Dialog.

Ar C’hont Samson ha tri Ecuier.

Samson.

Ententit, Autrone, me lavar dêc’h eun dra
Pehini a glêvis dec’h da nos divea :
Ez eus en em gavet amàn en hor c’hichen
Pemp Chevalier vaillant demeus a Francisien ;
Ne gafet qet o far en Franç, en Allamagn,
Rac brezel a reont d’ar Roue Charlamagn,
En deus o chasseet dre eun ambition
Deus e Rouantelez, hep sujet na rêson.

Ar C’henta Ecuier.

Autrou ar C’homt Samson, piou an dud vaillant-se
O deus bremâ-zouden grêt eur c’hastel nêve
Var bord rivier ar Meus, zo dies da guemer :
Rac ar ganfardet-se a zo caled o lêr.

Samson.

Pêvar zo bugale d’an Duc vaillant Emon,
Eguile zo Mogis, mab an Duc Egremon.
Biscoas sur Alexand, Cesar nac Asdrubal,
Pompe na Marc-Anton, Tiber nac Annibal
N’en dint bet qer vaillant ha ma ê ar re-màn ;
Rac-se, mar am c’hredit, ni a yêlo bremàn
Da gavout aneze, hon dever hon oblich,
Evit ober dêze offr demeus hon servich ;
Ni a ve evrus bras da gaout o amitie,
Rac me gred e vint mestr hep dale er c’hontre.

An Eil Ecuier.

Hoc’h avis a blich din Autrou ar Gouarner ;