Pajenn:Buez ar Pêvar Mab Emon.djvu/124

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
114

Pa eus tud qer vaillant êru en ho qartier,
E cafen e ve mad monet d’o zaludi ;
Ar re-ze a zo tud a ell talvoud demp-ni.

Samson.

Demp eta, Autrone, demeus a eun accord,
Ma velfomp ar c’hastel demeus a Rochefort.

Avanç a reont etrezec ar C’hastel, ha Samson a lavar :


Salud, Chevalierien, ar vaillanta biscoas
Zo bet var an douar na ne vo evit c’hoas :
Me zo deut ho pete gant darn va mignonet
Evit ho visita gant carante barfet,
Ha nemet, Autrone, ne gafac’h se esqis,
Ni offr dêc’h hor servich hervez m’hon eus avis ;
Pa hon eus an enor d’ho cavout en hor bro,
Ez omp prest d’ho tifen betec heur hor maro.

Renod.

Autrou ar C’hont Samson, ha c’houi, Chevalierien
Ni zo oblijet bras dêc’h-u da virviqen ;
Hoguen me bromet dêc’h, ha va breudeur ha me,
A vo fidel mat dêc’h etro pad hor bue,
Pa ê ho madelez ober offr d’hor zicour,
Rac be hor bo affer ouz eur goall adversour.
Ni zo Chevalierien deus hor bro chasseet,
Hac evel bastardet deus hor madou privet.
Hon tad ; ia, hon tad, var levr an Aviel
Zo en em disclêriet hon adversour marvel,
Hac ar Roue a Franç hor brassa enemi ;
N’hon eus nemeur a lec’h da vea disourci.

An Drede Ecuier.

Nê qet abalamour d’ho lachete, me gred,
Ez oc’h demeus a Franç evelse chasseet ?
Noc’h eus qet ar fêçon da vea sur tud lach :
C’houi oc’h eus an doare eus a dud a gourach.
M’oc’h eus an aparanç, oc’h eus mui an effet ;
Rac me a layar dêc’h ez omp rejouisset