Pajenn:Buez ar Pêvar Mab Emon.djvu/122

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
112

Da zouguen an armou enep va bugale.

Charlamagn.

Rac-se-eta, Emon, pa ne zoc’h qet couard,
E roin dêc’h ar soign demeus va avan-gard ;
Fouqes ha Ganelon a deuy d’ho secondi,
Hac Oger an Danoa, Richard a Normandi.
Rac-ce eta, Emon, pa gafoc’h ho mibien,
N’o espernit-e qet, pe e colfot ho penn.

Emon.

Nebon me n’er grin qet, m’er promet déc’h certen.

Nêm.

Ni zo prest da varcha, Sir, pa en ordrenet :
Hast hon eus d’en em venj deus hoc’h enemiet ;
Rac-se me ho suppli, Princet ha Baronet,
Ebars er c’hampagn-màn na vet qet divorc’het.
Ec’h eomp da gommanç eur brezel a gred din
Ne êchuo qet c’hoas, ouz se hoc’h assurin.
Renod hac e vreudeur a zo tud courajus,
Mogis zo eur sorcer adret, malicius,
Ha dre art pe dre nerz me a bromet dêc’h, Sir,
E teuint gant furi da zifen sur o güir.

Charlamagn.

Sonit oll, trompillou ; sonit, tambourinou,
Da beurgarg a gourach bremàn an oll drouplou,
Ma c’hêyomp da velet an traitour cri Renod :
Qeuz en devo bea sur lazet Bertelot.

Amàn e son an trompillou. An arme a barti evit mont da
Forest Darden. Emon a zoug an drapo e penn an arme.


Charlamagn.

Fatic òn, Autrone ; poent ê demp reposi...
Mes petra ar forest a antreomp enni ?

Isakar.

Homàn a zo hanvet ar Forest a Zarden.

Charlamagn.

Êru ez omp eta tost d’hon adversourien !