Pajenn:Buez ar Pêvar Mab Emon.djvu/121

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
111

Ne ràn netra nemet êruout c’hoas er guêr,
Goude bea distro a bales ar Roue :
Hoguen pa ordren din, me a ya adare
Evit gouzout petra a zo en e soùet.
Qen a vo en distro. Adieu dêc’h, va fried.

An Duqes.

M’ho ped da zont d’ar guêr buanna ma elfet.

Emon.

Bet dichagrin ganén, rac ne zalein qet.

————

Trivet Dialog.

Charlamagn a antre gant e suit.

Hernier.

Salud, va Ampereur : grêt e meus ar veach ;
Deut ê an Duc Emon ganén en personach,
Evit oboissa bepret d’ho Majeste :
Comzit outàn bremàn hervez ho polonte.

Emon.

Ne meus grêt, va Roue, certen nep couardis
Evit dont d’ho cavout adare var va c’his,
Da c’houzout da betra ho poa c’hoant d’am c’havet :
Me zo prest da obet ar pez a leverfet.

Charlamagn.

Selaouit-ta, Emon : me a glêo lavaret
Ez ê ho pugale en em fortifiet
Ebars en eur c’hastel zo hanvet Rochefort ;
Rac-se me a meus c’hoant da ober eun effort,
Hac en hon sicourfec’h evit assiegi
Ar c’hastel pelec’h màn ho mibien ha Mogi.

Emon.

Ia, Sir, m’en assur, ne meus grêt nep sermant
Ne zalc’hin mad deàn perpetuelamant :
Pa guerfot partia, me ho c’heuillo ive