Pajenn:Buez ar Pêvar Mab Emon.djvu/120

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
110

Ispicial Renod a zo qen outrajus ;
Dre ma ê qer puissant, ê terrupl orgouillus.
Ne souffre qet eur guer digant an Ampereur.
Biscoas ne meus güelet eun den deus e humeur.
Me zònje, va fried, e voamp meurbet eürus,
Dre m’hor boa bugale vaillant ha courajus,
Hac hor bije respet digânt an Ampereur,
Abalamour da ze, bep moment ha bep heur.
Hoguen, ar c’hontrol crenn, sivoas, zo êruet :
Hor mibien a zo tud mechant ha revoltet ;
Elec’h tenna varnomp graçou-mad ar Roue,
N’hon eus nemet disgraç abalamour dêze.
Charlamagn n’eus grêt din ober deàn sermant,
Petra benac da ze òn bremàn regretant,
Donet crac da doùet e forbanisjen crenn
Demeus va oll vadou da james hor mibien ;
Hac en em disclêria o brassa adversour :
Ar pez a meus toùet, sivoas, hep nep recour.

An Duqes.

En petra e sònjec’h eta, va fried qer ?
Ha possubl ve ho pe, allas, qer cruelder !
Ma omp bet glac’haret dre absanç hor mibien,
Ez omp inconsolabl ar vech-màn da viqen,
Pa deuàn da zònjal oc’h bet qen dinatur,
Renonç d’ho pugale, d’ho coad, d’ho crouadür ;
Renonç da vugale dre ennomp anjandret,
Vit plijout d’eur Roue cruel hac obstinet !

Hernier, Ambassadour.

Salud dêc’h, Duc Emon, ha dêc’h ive, Duqes.
Me zo deut a Baris d’ho cavet tout expres,
Deus abeurs ar Roue, evit ho supplia
Da zont bremàn ractal ganén betec ennâ.

Emon.

Credit en assuranç, va mignon qer Hernier,