Pajenn:Buez ar Pêvar Mab Emon.djvu/114

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
104

Pêet mat e voc’h sur demeus ho labouriou.

Ar C’henta Maçoner.

N’hon eus qet a vorc’het demeus ar bêamant ;
Mes me lavaro dêc’h, Autrou, va zantimant :
Ne allimp qet, me gred, ac’han da bêvar mis,
Commanç en ho reqet eur c’her bras edifiç.

Renod.

Penos ? da bêvar mis ! Clêo-ta, va c’hamarad :
Me bretant e teufoc’h ractal da labourat ;
Ha memes labourat hac en de hac en nos :
Pa vo êchuet tout m’ho lezo en repos.

An Daou Vaçoner.

Ni zo e sevel ti da Varqis an Detret,
Hac e renqomp êchu pe bea goal-drêtet.

Renod.

Ha me a zo eun Duc ; hac ententit ervat
Pa ràn offr d’ho pêa, e ranqit labourat :
Ha ne rit qet pelloc’h nemeur a dintamar,
Pe me neo ho coug evel gouzoug eur yar.

Hij a ra o c’holierou d’an daou Vaçoner,
hac e storloq an eil eus eguile.


An Eil Maçoner.

Ayou ! pardon, Autrou, ha n’hor mal trêtit qet ;
Ni ya da labourat bremàn en ho reqet :

Renod.

Grit eta prontamant ; rac-se ec’h ordrenàn
Ma vo grêt ar c’hastel var ar roc’h huel-màn.
Dreist-oll, ret ê ober crén bras ar c’hastel-ze,
Rac resista rànco ouz arme ar Roue.

Ar C’henta Maçoner.

N’ho pe qet a vorc’het, Autrou ; me oc’h assur
E vo grêt ho castel hervez ho plijadur.

Renod.

Rac-se, maçonerien, courach da labourat ;
Cetu aze bepret arc’hant eur voutaillad.