Pajenn:Buez ar Pêvar Mab Emon.djvu/115

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
105


An Eil Maçoner.

Ret ê demp, camarad, me a vel ze hep fent,
Labourat calonec, en dispit mat d’hon dent.

Ar C’henta Maçoner.

Biscoas den ne lacas e graban var va chouc
A raje, men toue, qement din eus a zrouc
Evel an diaoul-màn. Me gred ê difframmet
Ar c’hig hac ar c’hroc’hen elec’h m’en deus touchet.
Commançomp labourat : ne dal qêt marc’hata ;
Cavet hon eus hor mestr eleal ar vech-mâ !

Amàn e commançont da labourat.


An Eil Maçoner.

Noc’h eus nemet darbar, me zavo ar voguer,
Ha ni rai e gastel abars nebeut amzer ;
Rac pa ven-me en trein, me zo vel eul leon :
Ni labouro hardi evel tud a galon.

Ar pêvar mab Emon ha Mogis a antre.
Ar Vaçonerien a échu ar C’hastel.


Renod.

Cetu grêt ar c’hastel ganêc’h, va zaou bot mat ;
Me gred oc’h eus sicour da zont da labourat.

Ar C’henta Maçoner.

N’eus cas petra hon eus ; ho castel a zo grêt ;
Güelit hac al labour a zo deus ho soùet.

Renod.

Ne meus douetanç ebet eus ho labour, tud paour :
Dalit en eur yalc’had pêvar-c’hant louis-aour.
Poc’h eus grêt dilijanç, ez omp oblijet dêc’h.

An Daou Vaçoner.

Doue d’ho conservo. Ar peoc’h ra vo ganêc’h.

Richard.

Cetu grêt hor c’hastel ebars en bêr amzer,
Qer crén hac an hini a zo en Montpellier.
Roomp deàn eun hano var ar c’henta abord.