Pajenn:Buez ar Pêvar Mab Emon.djvu/113

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
103


Renod.

Avançomp-eta dî, me ho ped, hep arrêt.

Avanç a reont, ha goude bea examinet ar plaç, Renod a lavar :


Güir ê, va breur Alard, aont e zeus eur roc’hel,
Hac e velàn varni fondamant eur c’hastel ;
Rac-se, demp da repos, hac an deyou qenta
Ni’r bo michourerien da gommanç batissa.

————


Nontecvet Dialog.

Daou Vaçoner o tremen a gommanç da gozeal.

Ar C’henta Maçoner.

Demp-ta, va mignon qer, bremàn da vaçonat ;
Huel bras ê an eol, herio omp diveat ;
Demp buan, ha sònjomp ê ret laqat eves
E renqfomp c’hoari caer da zevel hon devez.
A brepos, compagnon, neizeur da ziveat
Me a voe spouronet qen a grene va goad,
O velet sortial deus a forest Darden
Eul lod chevalierien a bêvar pe bemp den.
Istre ma voant armet, e voant tud robust bras :
Spouron am boe memes ouz o zellet a faç...
Me vel unan anê o tonet d’hor c’havet :
Cetu terrupla den a meus biscoas güelet.

Renod.

Bonjour, maçonerien. Ha ne ve qet moyen,
En eur dont d’ho pêa, da oblija eun den ?

An Eil Maçoner.

Ia sur, va Autrou ; mar dê en hor pouvoar,
Credit assuramant e refomp prest hep mar.

Renod.

Me a lavaro dêc’h va c’hoant, hep dale pell :
Var ar roc’h-màn ’ fell din ve savet eur c’hastel
Hac a vo goarnisset a zaou rum muraillou.