Pajenn:Buez ar Pêvar Mab Emon.djvu/112

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
102


Guichard.

Ne bretantomp qet chom pelloc’h ebars en Franç :
Ni a yêl el lec’h all hac a gavo hor chanç ;
Mes n’hor boa qet a c’hoant da vont demeus ar guêr
Hep qimiadi ouzoc’h da guenta, va mam guèr.
Poc’h eus ar vadelez da rêi demp-ni arc’hant,
Ni a ya da guerc’hat gant ho consantamant.
Adieu-ta, va mam baour, gant calz a galonad :
Grit hon gourc’hemennou, ni ho suppli, d’hon tad.

An Duqes.

Adieu, va bugale ; adieu c’hoas eur veach !
Birviqen n’ho qüelàn marteze davantach !

An Duqes hac e bugale en em zepar, mantret o c’halon gant
glac’har. Ar pêvar Mab Emon ha Mogis a ya ermès ar vro.


Renod.

Bremàn, va mignonet, p’hon eus aour hac arc’hant,
Hastomp prest tenna bro, na vomp qet neglijant.
Demp da forest Darden, zo eur plaç dishentchet ;
Birviqen Charlamagn na deuy d’î d’hor c’havet.
Pa vimp en assuranç ec’h alfomp sònjal güell
Pelec’h e vo propr demp batissa eur c’hastel.

Mogis.

Ar pez a lavarit ne gontesto nicun :
Qendervi omp hor pemp hac eus memes fortun ;
Hac hervez a velàn, omp en em resolvet
Qeit a ma vimp-ni beo d’en em zicour bepret.
Demp-ta, va c’hendervi, entrezec ha Darden ;
Pa vimp êru eno ne rofomp fors a zen.

Eruout a reont en forest Darden.


Alard.

Êru omp er forest, mes eun nebeudic sqüis ;
Mes, selaouit, Renod, ha c’houi ive, Mogis :
Me a meus remerqet, ne zeus qet c’hoas goall bell,
Var bord rivier ar Meus eur plaç brao d’eur c’hastel ;
Unan a grénva plaç a ouffet da gavet.