Pajenn:Buez ar Pêvar Mab Emon.djvu/109

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
99

Privet int da viqen demeus va oll ditrou.
Me a dou davantach, var levr an Aviel,
En em disclêriàn dê eun adversour mortel.
Birviqen nep qartier ganén sur n’o devo :
P’o c’havin m’o rento dêc’h, Sir, beo pe varo.

Charlamagn.

Avoalc’h ê evelse, va mignon qer Emon :
M’ho tisclêry innoçant demeus a drahison.
It pa guerfoc’h d’ar guêr da gavet ho pried,
Ha pa gommandin dêc’h, diredit d’am c’havet.

Emon.

Sir, me a deuyo sur, nebon ne vanqin qet :
Eus va oboissanç n’ho pe qet a vorc’het.
Adieu dêc’h, va Roue, ha dêc’h oll, Autrone,
Doue d’ho conservo en ho prosperite.

Sortial a ra.


Charlamagn.

Mar boa dija êchu glac’har va mab Lohier,
E zeus nevezêt din adare eun affer,
Pa deuàn da zònjal ebars maro va ni.
Croguit ennàn pêvar evit en entêri ;
Rac me esper Doue a deuyo gant rêson
D’hon zicour d’en em venj a vugale Emon.

Douguen a rêr Bertelot da entéri.


————

Seitecvet Dialog.

Ar Pêvar Mab Emon ha Mogis.

Renod.

Arça eta, Mogis, cetu ni commancet
Da voerza d’ar Roue maro an Duc Beuvet.

Mogis.

Me vel ervat penos ez oc’h eun den hardi,
P’oc’h eus credet laza Bertelot en e di ;
Hoguen dispit a meus, pa gonsideràn ze,