Pajenn:Buez ar Pêvar Mab Emon.djvu/108

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
98


Gidelon.

Allas ! Renod en deus lazet niz ar Roue.

Emon.

Me assur dre’n Doue en deveus va c’hrouet,
Ha dêc’h er memes tra, ô Monarq redoutet !
Ne meus qet conseillet nac ententet biscoas
En devoa c’hoant Renod d’ober diotach bras.
P’en deus grêt insolanç ebars en ho pales,
Punissit aneàn hervez ho polontez.

Charlamagn.

Me bromet da Zoue, fe a Roue leal,
Hac en tou dre va sceptr ha curunen royal,
E tennin sur venjanç, Emon, deus ho mibien,
Pa na ve den en Franç nemedòn hep muiqen.
Rac-se-eta, Emon, dêc’h e recommandin
En em deuler ractal var bennou ho taoulin,
Da douet din penos e privot da viqen,
Demeus hoc’h oll madou hep nep fot ho mibien,
En em diclêria dê e zoc’h o adversour,
Ha ma refot renta din-me an dud traitour.
Ma ne rit qementse, fe a Roue a Franç,
Me deuy da ziscarga varnoc’h va c’honsianç ;
Rac me hoc’h exilo etro pad ho pue
Deus va Rouantelez, hac a roy ho tuche
Da zarn ar mignonet a zeuy d’am zervicha ;
Rac-se, sònjit, Emon, ha c’houi zento bremâ.

An Duc Emon var e zaoulin a lavar :

Prononç a rit eun dra zo din meurbet confus,
Penos va bugale a zo re orgouillus ;
N’en dê qet sur va fot, en fe a Zuc Emon,
Mar dint, sivoas, coupabl demeus a drahison ;
Hoguen, ar veach-màn n’en dòn qet evite,
Hac e renonçàn dê dirac ho Majeste,
Hac o forbanisàn demeus va oll madou :