Pajenn:Buez ar Pêvar Mab Emon.djvu/107

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
97


Guichard.

Ec’h eomp, va mignon, ha p’o pe c’hoas sicour.

Grifon.

Allas ! achapet int ; lezomp-i vit an heur :
An nep a yêl re dost en devo sur maleur.

Charlamagn a antre hac a lavar :

Petra zo c’hoarveet, ma rit ar seurt fougue ?
Ha n’en deus den respet evit tî ar Roue ?

Richard a Normandi.

Pa glêfoc’h ar sujet, c’houi fougueo ive :
Cetu lazet ho niz Berlelot, va Roue,
Bremâ-zouden vantan gant mab ena Emon
E voa êt goude lein d’ar recreation.

Charlamagn.

Ah ! ligne miserabl ! ha possubl ve biqen
Nemet bepret maleur n’em bo diouzoc’h qen !
Mes, redit oll varlerc’h an dud abominabl :
Me varvo sur mar chom o c’hrim impunissabl.

Oger-Danoa.

Allas ! va Ampereur, êt int dija güell bell,
Rac redec a reont qer prim hac an avel.
Pa voamp memesamant terrupla en assot,
En deus roet Mogis eur marc’h caer da Renod ;
Eur marc’h an terrupla a voe, hep nep egard ;
Me gred parfetamant e voa ar marc’h Boyard.
Pa voe pignet Renod var ar marc’h terrupl-se,
Voa capabl e-unan da repous eun arme.

Charlamagn.

Ah ! êru ê en Franç ar c’hos sorcer Mogis !
Me voar bremàn perac ez ê lazet va niz.

An Duc Emon a antre, ha Charlamagn a c’houlen outàn :


Petra ê qement màn ? lavarit din, Emon :
Coupabl oc’h-u ive ebars en drahison ?

Emon.

Petra zo c’hoarveet ? lavarit, Autrone...