Pajenn:Buez ar Pêvar Mab Emon.djvu/106

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
96

Avancit ho pasiou c’houi oll, Tadou a Franç ;
En pales ar Roue ez eus grêt insolanç.

An Tadou a Franç a antre.


Richard a Normandi.

Petra zo c’hoarveet, mar criit d’an assot ?

Hernier.

Afei, niz ar Roue zo lazet gant Renod.

Ripus.

Ret ê en em venji bremàn deus an traitour...
Mes me vel e dri vreur o tired d’er sicour.

Tri vreur Renod a antre.


Renod.

Clêvit, Tadou a Franç, c’houi ê an draitourien ;
C’hoant oc’h eus-u ive da leusqel ho croc’hen ?
Ar re a deuy re dost, m’en tou, fe a Renod,
P’en defe mil bue, me doullo sac’h e yod.

Fouqes.

Saillomp oll a vagad var an dud milliguet ;
Rac ma achapont demp, ni a vo tamallet.

Alard.

Nebon, a nebeudou, Fouqes ha Ganelon,
Ni deuyo da verza qer dêc’h ho trahison.
Qement den zo coupabl a varo va eont
Bepret dre m’o c’havimp ni rayo dê o c’hont.

Galeran.

N’hor menacit qet re, cos pêvar grougaden,
Rac birviqen ac’hann na gacit ho croc’hen.

Tud ar Roue a zaill var Renod hac e vreudeur, pere en em difen
gant courach ; ractal ec’h antre Mogis var e varc’h Bojard.


Mogis.

Courach, va c’hendervi ; êru òn, d’ho sicour :
Goerzomp maro va zad d’an dud fall ha traitour.

Renod a bign var Boyard, pehini a lamp hac a zaill a deo hac a glei.
Mogis a ra an avan-gard ; Renod hac e vreudeur an arrier-gard.


Ganelon.

Credi ràn e yint qüit, ar vuntrerien traitour.