Pajenn:Buez ar Pêvar Mab Emon.djvu/105

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
95


Renod.

Ia-da, Bertelot, me zo prest da c’hoari ;
Mes qent eguet commanç, da bet vo ar barti ?

Bertelot.

Leqeomp-ta anei da uguent hep muiqen,
Ha da zaouzec louis-aour, pe mar qerit ouspen.

Renod.

Demp eta da c’hoari bremàn presantamant.

Bertelot.

Me c’hoario qenta gant ho consantamant.
Me meus dija c’hoezec da gommanç ar barti.

Renod.

Ne dal netra ho tol, rac-se noc’h eus hini.

Bertelot.

Penos, cos mab ar c’hagn ! evelse ê dide
Dont d’ober tricheri ouz niz propr ar Roue ?
Pa oc’h ar seurt pot-se, dalit adreus ho chot,
D'ho tisqi eur vech-all ne viot qet qer sod.

Renod.

En creiz da zaoulagad te lavar gaou, infam,
Te a zo eun den lach : greg honest ê va mam,
Manqet oc’h, Bertelot, mes me n’ho manqin qet ;
Me voerzo dêc’h bremàn maro an Duc Beuvet.
C’houi zo ive unan demeus an traitourien :
Dalit... Cetu aze bremàn ho croas-nouen.

Renod a fraill e benn da Vertelot gant un tol damier.


Bertelot, beuzet gant e voad.

Maleur din, Roue Franç, cetu me massacret ;
Dreizòn e commancer venji an Duc Beuvet.

Fouqes, Ganelon, hac ar Brincet a antre er zal,

Renod, a ra eul lam adrén, a zaill var e gleze,

en eur c’hrigonch e zent evel eun den furius.

Ganelon.

D’an armou ! mignonet, lazet ê Bertelot,
Bremâ-zouden vantan gant ar muntrer Renod.