Pajenn:Buez ar Pêvar Mab Emon.djvu/110

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
100

Oc’h eus, balamour din, fachiri ar Roue.
Ho tad, an Duc Emon, en deus ranqet touet,
En presanç ar Roue ha dirac e Brincet,
Penos en ho prive deus hoc’h oll heritach,
Ha n’ho trêtje biqen nemet gant peb outrach ;
Ho prassa adversour ê en em disclêriet,
Ha ze abalamour ma omp güir vignonet.

Renod.

Evit petra, Mogis, en em laqit en poan
A fachiri eun den muiguet eul loe bian ?
Ne ran qet mui a fors da facha ar Roue
Eguet na rafen sur a fachiri eul loe ;
Ha mar en deus va zad n’em desistet ive
Demeus ac’hanomp-ni en presanç ar Roue,
Ha touet d’hor priva deus e oll heritach,
Ne rin van eus a ze, rac me n’on qet eul lach.
Ha me a bromet dêc’h, fe a Renod Emon,
Penos qeit ha ma vo va Boyard dindannon
Ha va c’hleze Flamberj ive deus va c’hoste,
Ni a vevo bepret, en dispit d’ar Roue.

Alard.

Me a vel, va breudeur, hervez an aparanç,
N’hon eus qet da chom reir pelloc’h ebars en Franç ;
Rac-se-ta, me ho ped, deut da zeliberi
Pelec’h e pourveimp plaç d’en em repui.

Guichard.

Demp da laret adieu d’hor mam en heur bresant,
Ma roi demp hor pêvar calz a aour hac arc’hant ;
Ha pa hor bo chevanç, ni allo mont hardi
En eur plaç crén benac vit en em repui.

Richard.

Demp eta, va breudeur, pa omp tout a ali :
Esper a meus e vimp recevet mad ganti.

Partial a reont evit mont da gaout o Mam.