Mont d’an endalc’had

Pajenn:Braz Anatole - Textes bretons inedits.djvu/26

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
AR FARVEL GOAPAER
(Manuscrit de la Bibliothèque du Port de Brest)


Sioul

Dalit, Ioen kéméromp ann amzer ével ma teu... pa en deveuz ar mestr madelez évid-omp é hallomp profita anezi...

Ioen

... Hon greg, Jaketta, a ioa he c’hoar vager... Chétu pérag é kar hor bugalé. O weled a ra ével hé ré propr.

Sioul

Nè ket lavaret nèn défé ket bet eul loaiad eveuz ho iod... Hogen né vérit ket ann dra-zé néc’hi eunn den honest. Né gémérinn sourzi ér-bed war kount va gréek, mar gra hé afferou é kuz. Ha ma né m’euz van anézo, her c’harinn koulz a biskoaz... Né ouzonn tra sotoc’h ével hon-unan hor c’hlac’har.

Ioen

Hag é réoc’h manifik... Evel a livirit am eus gréad... E livirinn d’éoc’h, Sioul, diez eo né vemp holl kornek. Ne-z-omp jamez en hon ti ; bepred er meziou. Epad ann amzer-zé-ta, al labousitérien... Hogen bez ez-ouzomp ervad é ranker trémen éno...

(Hist. du théâtre celt., p. 388-389.)


Hervé he-unan

E m’ounn ’ta deuet a benn euz ar pez a zounjen... Né gortozann mui breman nemert ar gwir inchu... da lavaroud eo, va fortun... Hogen, me a raio da Sioul rémémori ann dra-zé... Hogen, da viana, e ranker hé lézel hed ann eizved oc’h ober he vicher tost d'hé c’hreg iaouang abarz mont d’hé dévalaat dré afferou siriuz.

(Hist. du théâtre celt., p. 391.)


IAN MÊLARGÉ
(Ms. de ma collection)


Ar hont

Arsa, gout a ouses-te ober ar guegin ?