Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
La Tulipe
Ober gueginet ?... Goelet emeus bet ane o nijal meur a voech, mais ober ne ont quet.
Ar hont
Ne gosean quet did deus a gueginet, deus boet da zibï...
La Tulipe
Ah ! ha ! vit da zibi boet ne meus biscoas cavet ma far.
Ar hont
Ha da ficha ane ?
La Tulipe
A vit an drase non quet.
Ar hont
Me ia da zisqui did. Comer a ri da guenta col ac a tibabi ane.
La Tulipe
Pab so enne ta ?
Ar hont
Polisson so achanout ! Ne quet se a laran did. Choas an tamo mat digant an tamo fal.
La Tulipe
Ah ! han ! Compren a ran.
P. 6-7. {Hist. du théâtre celt., p. 393-394.) |
VIE DE MALLARGE DE TRISTEMINE,
SA FEMME, ET DE SES ENFANTS
SA FEMME, ET DE SES ENFANTS
(Ms. de ma collection)
Mallargé
Ebien, ma friet, ari eo an delle
Da quement so er bet da gaffet liberte.
Evit ober chervat netra na espernier,
Na paour na pinvidic, quement a el ober.
Me ameus assinet ma ol abitantet,
Breudeur a quendirvi, ma ol bredesoret,