Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
L’Azardeur
Otro, na deut quet da fachan...
Callot
Charny, coquin, magistien,
Me col ma archant ha ma foan.
Heman vo ma zol divoesan.
Me ya couragus da dennan.
L’Azardeur
Peet, otro. Guellet a ret,
Dleout a ret try pistollet ;
Ar hoary a ra bette breman
A nep a gol a rencq pëan.
Callot
Clenquet o stal, enem retiret !
Hep touch guennec na pistolet,
Enem retiret deus ma chuichen
Gant o cardant aigouilleten.
L’Azardeur
Otro, ma fean a rencquet.
Me crio fors ma nam peet.
Callot
Gortait, a me o contanto.
Gant ma cleve me o peö.
Dallet evit o falsente
A dreus do corf un tol clevez. — Tué Lé.
L’Azardeur
Fors ! ma bue ! Coeset on aman.
Lazet on gant an den fal man.
Eman eo ar malheur emeus rancontret.
Cant goes e voan avertiset.
Ma frofit o heuilly goel choary,
Chetu ma malheur diouty.
P. 92-94. (Hist. du théâtre celt., p. 322-323.) |