bremâ ar gallec. Credi a rit-tu, emezàn, e zeo ar c’henta guech en deveus chenchet ur bobl a vuzur hac a boez, a lezennou muioc’h important eguet ar re demeus a bere an execution na ell beza dieffet hep hasten an dizurz a rën abaoue qeit all amzer ? Goude anter-cant vloas a effortchou, e zeo ret reali ar system admirabl-se, pehini a vezo recevet gant an oll bobliou eus an Europ un deiz da zont ; hac e tlefe ar grague en em laqat ur pennad e coler, ar gueguinerezet hac an oll graguez all renta ar c’hilogram responsabl eus o faziou, poent e zeo achui, hac en em laqat d’an œuvr.
— E feiz, respont oc’h eus da dout, hac ec’h adoptàn franchamant an ingalder-se, pehini ameus an intantion ferm da sqignat ha da venteni. Hoc’h explicationou o deveus va c’hendrec’het ; ne chom mui din nemet ur goulen hepqen d’a ober dêc’h. Penos ellout ampech an abusou hac ar c’hlêmou a ya da denna bremâ combinêsonou ar poez ancien gant an hini neve ?
n digare danjerus-se, Autrou mêr, a zo ur violation demeus an ingalder. Ouspen zo : alies e zeo caus a flauderez, a hend all muioc’h danjerus, ma na lêz nep merq. Ar seurt combinêsonou-se a zo a hend all materialamant faus ; ar poez ancien, dre na rën mui, e rapport gant an hini neve ne dle caout netra a certen. Ar prener pehini en em brest d’ar combinêsonou-se, a renonç da brotection al lezen ;