— Neuze, eme mestr Pierrès, rêson doubl evit laqat en em servicha en nombr rond a c’hrammou ; mes dre na anavez qet an oll c’hoas ervad an dalvoudeguez demeus a gementse, e credàn e rêfemp mad publia en nombr rond.
500 gram a dalvez | ul livr. |
250 | un anter. |
125 | ur c’hart. |
62 | un onç. |
31 | un onç. |
15 | un onç. |
8 | ur c’hart idem. |
4 | ur gros pe 8t a un onç. |
Evit ar pez a zell ar fractionou bian eus ar gram, ec’h eller o dilezel da zeport, hep chench ar prisiou o deus rapport d’ar varc’hadourez debitet dre livr. Evelse, pas a droubl en application qenta-se deus ar system decimal en usajou ordinal d’ar bobl ha d’ar graguez a dieguez.
Divezatoch, ha michanç souden, e vezo c’hoant, ebars en detaill, decvedou, cantvedou, hectoyou, decayou. En eur guemer evit font ar mètr, al litr, ar c’hilo, peguement neuze e teuyo êzet rêgli ar gontchou, ha carculi hep plûn na crayon ! pepini a estimo evel ur vad-ober an ingalder eus ar muzur hac eur ar poez, vênamant c’hoantêt abaoue meur a gant vloas.
— An nerz demeus an habitud n’en em bleg qet qen êzet evel a zònjit, Autrou, eme ar mêr.
Mestr Pierrès a respontas dezàn :
— Dre ar memes fêçon ma en em chench ar guiziou, dre ar memes fêçon ivez é tisqer muioc’h