Mont d’an endalc’had

Pajenn:Bonnaire - Mestr Pierrès, pe den guiziec ar bourg.djvu/54

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
50

ha mar deo tromplet, e zeo privet eus a beb recours. Istre eguet se, mar deus errol er gombinêsonou recevet, an difin zo necesseramant faus. Repetit alies, affichit ar güirioneou-se, evit avertissa ar gonsommatourien hac an dud divar ar meaz a voerz o marc’hadourezou, demeus ar flauderez da bere en em exposont ; bezit sonch eus a zifen ar reglamantchou, ha grit an application eus aneze dre exemplou deus a ur rigor just [1] ; ordrenit ma vezo affichet e peb stal un daulen vian demeus a rapport ar poeziou ha muzuriou ordinal gant ar re neve ; ma vezo signalet ar marc’hadour a drompl ; ma en devezo aoun da veza decriet, ha ma voezo penos, gant an amzer, an honestis a ya assuretoc’h ha pelloc’h eguet ar flauderez, hac e promettàn dêc’h penos ho commun a jouisso deus ar peoc’h a c’hen demeus ar feiz vad.

— Brema pa ouzòn, e rin.

— Hoc’h angaji a ràn da ze en hano an humanite, an unanvez, demeus a guement a guendalc’h an union etouez an oll. Pa zeo sclêrijennet hon resolutionou, e toublont nerz hor bolontez. Perseverit, Autrou mêr ; fermder an den honest a zo didrec’hus ; sonjit penos demeus an ingalder e tepant goarantiach an oll interest material demeus an un dalvoudeguez spontus, ma carculer peguement pemp çantim bemdez dre den, difframmet d’ar feiz fall, a rent en ur bloa. Scôit an houarn e qeit ha ma zeo tom ; lezen 1837 a zo formel, hac ar Gouarnamant na arguilo qet. Sêzissit ar moment : pa zeus c’hoant chench, nevezi, e zeo nebeutoc’h an traou eguet an amzer a gonsiderer. [2] Evessait ho scol primer, evit na ana-

  1. Guelet an arrête ministeriel, 18 Meurs 1812, e pehini eo rapportet an articlou 424, 479, 480 ha 481 deus ar C’hod penal.
  2. Labruyère