— Cetu int amâ :
1°. Usach a faus poeziou ha muzuriou evit trompla ar prener ;
2°. Possession deus ar memes instrumantchou er vagasinou, staliou, atelierou, ties a gommerç, coc’hiou, foariou ha marc’hajou ;
3°. Implich poeziou pe muzuriou differant eus ar re etablisset dre a lezennou a rën ;
4°. Disoboissanç da arrêteou ar prefet, ordrenançou ar mêr ha reglemantchou an administration public, evit assuri goarantiach ar muzur hac ar poez.
Cetu eno, Autrou mêr, ar pez a dleit gouzout hep manq.
— Ha pere eo ar bunitionou da applica da behini demeus ar re a zisobois ?
O niveradur a zo meurbet simpl :
1°. Mar trompler ar prener : tri mis prison, d’an nebeuta ; ur bloa d'ar muia ; amand pehini na ell qet tremen ar c’hart demeus ar restitution ha dommach-interest, na beza dindan 50 fr. : confiscation eus a objedou an delit, ha distruch ar poeziou ha muzuriou faus. (Cod penal, art 423.)
Evit ar pez a c’hoarvez eus a brivation a action evit beza grêt usach eus a boeziou ha muzuriou differant eus ar re etablisset dre ar reglemantchou, ar barner a beoc’h a Lanneur en deus grêt dêc’h application an art. 424 demeus ar memes Cod : en em sicour, en em disfi, al lezen a brotejo ac’hanout.
2°. Ar bossession simpl eus ar memes instrumantchou a denn da un amand demeus a 11 da 15 franc. (art. 429, n°5.)
3°. O usach n’o deus qet a boanniou all.
— Mes, penos anavezout ar poeziou hac ar mu-