Pajenn:Bonnaire - Mestr Pierrès, pe den guiziec ar bourg.djvu/44

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
40

zuriou differant eus ar re etablisset dre al lezennou en vigor ?

— Credi a ràn beza dija lavaret dêc’h, Autrou mêr, penos lealdet an instrumantchou-se a gonstater dré application ar mercou o deus grêt varne ar verificatourien en termennou fixet.

— Hac ar re a eneb ar reglamantchou jeneral ha d’an arrêteou, peseurt punitionou o deveus-int ?

— Un amand dister eus a 1 franc da 5, herves an art. 471 eus ar memes Cod, n° 15.

Ar menes poan a zo applicabl d’ar c’hâsiou all ; excepti a ràn ar fausseres hac usach ar mercou pe boençonou hac an applcation noazus demeus ar güir poençon : ar circonstanç-se a zo terrubl hac eurusamant rar. An articlou 142, 143, 163, ha 164 eus ar C’hod, (text nevez) a servicho dêc’h da reol evit constati ar c’hrim-se.

— Qementse a zeblant din simpl ha sclêr ; mes dre na ellan qet conta var va memor, na elfec’h-ü qet laqat se oll en urz var un tamic paper ?

Mestr Pierrès en em hastas da ober ar blijadur-se d’e vignon, [1] en eur ober dezàn remercout un annotation herves pehini e tleye, en e galite a vêr, delc’hel noten deus ar gondaonationou prononcet hed ar bloa ; rac, emezàn, diou gondaonation prononcet ebars ar bloa a brouv an ascouez, hac an ascouez a denn an amprisonamant. (art. 482 deus ar C’hod.) Goude beza trugareqêt mestr Pierrès, demeus e guelennadurezou util, ar mêr en pedas da explica dezàn ervad evit e reol, petra a ententet dre circonstançou attenuant. [2]

— Ar guestion a zo delicat, ha na elfen qet res-

  1. Guelit er fin.
  2. Art. 536, Cod penal.