Mont d’an endalc’had

Pajenn:Bonnaire - Mestr Pierrès, pe den guiziec ar bourg.djvu/42

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
38

a enep ar re a refus oboissa d’al lezennou ha d’ar reglamantchou, demeus a bere ar but eo menteni ar goarantiach public dre an ingalder.



CHABISTR VII.
Demeus an dizoboissanç ha demeus ar boanniou.


Lavaret hon eus, hac e caràn en lavarat adare, e zeo ur maleur da gaout d’en em attaqi d’ar yalc’h pe d’an den, dre an amand hac ar prison, evit conteni ha punissa an neb n’o deus qet aoun da ober o frofit dïvar goust ar re-all. Ar boanniou o veza impuissant heb ar voralite, hon eus grêt galv d’an ompinion, pehini a ziscredit ar marc’hadour a drompl, hac a recompanç dre an istim ha dre ar gonfianç ar marc’hadour, an negociant a feiz vad. Ar revolutionou a alter ar voralen a gommerç ; ret eo e retablissa dre un evessa acqedus eus ar varc’hadourien pere, dre o micher, en em blaç dindan depandanç an oll. Mont a ràn eta da antreal en un detaill benac var anaoudeguez al lezennou a bunition en matier a boeziou hac a vuzuriou : bêr e vezin, rac dever al lezennou eo da stadudi var ar c’hâsiou a ziguez an aliessa ; an accidantou, an hazard, ar c’hâsiou dreist-ordinal, n’int qet matier ul lezen.

— Petra benac a lavarfec’h, Autrou, emeus aoun bras d'en em vrouilla o clasq laqat urz er châsiou differant-se eus a circonstançou.

— Ar reistet a sempla oll. Ne choulennàn diouz ho memor nemet rencamant pevar seurt goal-ober hac a zizoboissanç.

— An draze a eller da guenderc’hel.