— Seblantout a ra din penos neuze ar voerz en em c’hra en drac, d’ar pris-mâ-pris ar pez, hervez m’en em gomport.
— Applic a rit ervad ar pez hon eus lavaret arauc.
— Ur guestion benac a meus c’hoas da ober dêc’h.
— Comzit, va mignon ; prest oun da respont.
— Hac én zo, e jeneral, indifferant poeza pe muzuri peb seurt marc'hadourez ?
— Ia, indifferant bras, pa zeo daccord an daou barti, sepet gouscoude ne ve qet ar varc'hadourez carguet a zroajou recevet gant an tenzor, ha pere a zo atao rambourset d’ar marc’hadour gant ar c’honsommatour ; er c’hâs-se, ar rêson a fell penos ramboursammant an droajou dre an debit en em rêfe dre boez pe dre vuzur, er memes fêçon ma vezo bet percevet an tax ; dre exempl : an haulen hac ar c’hafe a bae droajou fixet dre boes, hac ac’hane paeamant an droajou-se gant ar c’honsommatour a dle heuill ar memes reol.
— An draze a seblant din c'hoas patant ; mes, lavarit din hac ar reol-se a zo applicabl d’an heaul.
— En princip, Autrou mêr, an heauliou o deus o foez spicial, pe differant, hervez o seurt, hac ar voerz dre boez a zo ar gonsecanç eus a ze ; evelse ive n’en deo nemet evit êzetât an debit ordinal en deus ar Gouarnamant autoriset ar voerz dre vuzur represantatif deus ar poez, adalec hepqen an anter-kilogram.
Expliqet emeus dêc'h, Autrou mêr, ar pez a zo mad da c’houzout evel consommatour pe evel den privet, hac ar pez a dleit da anavezout evel protectour demeus a dud ho commun. Ne meus mui nemet doc’h antreteni deus ar boanniou prononcet