Mont d’an endalc’had

Pajenn:Bonnaire - Mestr Pierrès, pe den guiziec ar bourg.djvu/40

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
36

ar justiç decidet e zoa guerç en faus poez. [1]

— Justiç vad, eme ar mêr. Credi a rêr ar marc’hadour, hac e trompl ac’hanoc’h ; ravezo punisset. Me bromet mad dêc’h ec’h evessain.

— Beilit ive, Autrou mêr, var an debit güin, gist ha güin-ardant ; protejit arauc pep tra ar c’honsommatour, pe an dud an nebeuta pinvidic ; bezit sonch mad penos ar gontribution o veza fixet var ar muzur leal, ar som eus ar güir en em vesq ebars pris ar boesson, en hevelep fêçon ma rambours ar c’homsommatour d’an debitant ar som demeus ar güir-se, ha penos, an hostis o trompla, a ajout da bris ar güin ul loden güir pehini ne ma qet en rapport gant contenanç ar muzur a fournis, e zeus surtax en e brofit divar goust an ever. Dalc’hit eta an dorn evit ma imito debitantet ho commun an usach furamant etablisset e Paris, da vuzuri ar güin qent eguet e laqat er voutaill, pehini n’eo qet ur muzur, mes ur vessel hepqen, evel ma vez ur bodez, ur picher. An hini a ro ur voutaillad evit ul litr, a zo un trompler ; enebi a ra d’al lezen, ouz en em servicha demeus a ur muzur ne anavez qet al lezen. Se eo, a hend all, ar pez en deveus decidet gant qement a furnez al Lez a gassation en andret hostisien ar Mans. [2]

— An dra-se a zeblant din sclêr er pez a sell ar boesson tennet en donnel ; mes petra a dleer sònjal demeus a exijanç an implijerrien, pere a bretand penos, pa o deveus cachedet ar voutaillou, pepini dioute a dle paea evel ul litr ?

— Al lezen a autoris ané ; mes n’en dêo eurusamant nemet evit ar boesson fin, pe ar güin a deu deus an estranjour ha demeus a ur pris huel.

  1. Arrêt an 13 Ebr. 1820
  2. Art. 29 an ordr. royal 18 Qerzu 1825.