Mont d’an endalc’had

Pajenn:Bonnaire - Mestr Pierrès, pe den guiziec ar bourg.djvu/39

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
35

— Mes, petra a sonjit-tu deus ar c’hreyer ?

— Un instrumant êzet bras eo da zouguen, pehini, hervez hirdet e vranc, a ell servichout da boeza calz a varc'hadourez ; gouscoude n’en deo qet, evel mar ma bremâ, just bras ; ha ne zòn qet nemeur contant da velet poeza amman, lin pe traou all evelse ; rac gant un troic dorn dissimul ar prener a voar ober ar brava e varo d’ar güerzer, hep na vel mic. Calz a ve da lavaret var ar c’hreyer, pere n’en dint nemet toleret ; rac pa ve contestation, e zeo gant ar valanç e constater al lealdet.

En eur dremen dirac ar poeziou public, mestr Pierrès a zigassas sonch d’ar mêr demeus an dipositionou applicabl d’ar re a zo carguet eus an etablissamanchou-ze, pere, ma implichfent muzurioù faus, a ell beza condaonet da boanniou correctionel prononcet enep ar re a drompl var ar gantite demeus an dra güerzet. [1]

— An draze a seblant din just, eme ar mêr, rac ar poezer public, oc’h ober ar fonction doubl eus a voerzer hac a brener, a dromplfe an eil pe eguile, ma ne ve qet reiz e instrumantchou, pe ma abusfe oute er fêçon d’en em servicha dioute. An dud-se a exich un evestet particulier.

— Er memes tra, eme mestr Pierrès, evel ar re a voerz marc’hadourez da boez grêt, evel ar goulou, ha traou all exposet e güerz, dre ma represantont ur poez determinet. Ar prener a feiz vad, pehini a bren a gonfianç, a zo necesseramant tromplet, ma n'en deus qet ar brecotion da laqat placi ar varc’hadourez er balançou, hac e zeo er sanç-se en deus

  1. Arrêt eus a Les ar gassation eus ar 7 Germinal bloavez IX, titr 7t no 159, p. 298.