Mont d’an endalc’had

Pajenn:Bonnaire - Mestr Pierrès, pe den guiziec ar bourg.djvu/38

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
34



CHABISTR VI.
Demeus a implich an instrumantchou da boeza ha da vuzuri.


Netra domma an eil den diouz eguile, evel purete an intantionou hac ar c’hoant da ober ar vad. Mestr Pierrès hac e zisqibl a leinas assambles evel daou vignon côs : diou vech e rejont muzuri en o fresanç al litr güin a evjont, ouz en em antreteneur demeus a draou util hac agreabl.

O veza êchu lein, e tistrojont d’ar marc’hat, e pelec’h mestr Pierrès en devoe an occasion da ober remercout d’ar mêr meur a zireizamant a zougue calz a noas d’an ingaldet ha d’al lealdet.

— Ar verification alies a zo justamant recommandet dre an ordrenançou, ha güelit peguement e zeo necesser qementse, eme mestr Pierrès, en eun disqeuz balançou pere o devoa tammou plom pe neud arichal, hac ar brancard arrenjet evit o ampech da vont ha da zont libramant. Disqeuz a rê dezàn ive re-all n’o devoa qet o ados, ha na ellent qet dre ze merqa reiz o mouvamant. Ar balanç faus, emezàn, a zo bet gant rêson comparachet d’ar poez faus, hac ar marc’hadour pehini en deus balançou a bere an eil bladen a zo pounneroc’h eguet eben, zo reputet beza bet grêt usach diouto. En effet, dre n’en deus qet re-all var e daul, necesseramant en deveus dleet trompla ar prener.

— An draze a seblant din-me rêsonabl, a lavare ar mêr ; ar marc’hadour a dle anavezout e valançou, ha na ell qet digareal câs ignoranç var ze.