Gouezit dabord hac ar poeziou ha muzuriou a zoug ar mercou a assur o lealdet ; da c’houzout eo : pa zint neve, hini ar fabricant ha merq ar poençon d'ar gurunen ; ha pa zint bet soumetet d’ar verification ordinal, al lizeren a vloa a verq se. Neuze en em assurit hac an instrumantchou ne dint qet bet fausset abaoue ar verification-se, pe dre accidant, pe dre frauderes, ha dreist oll, beza certen e ra ar varc’hadourien usach deus ar poeziou ha muzuriou-se, ha nonpas demeus a hini all ebet. Tleout a rit ivez evessat ho poeziou public, evit na rayo qet ar muzurer, deus e benn, demeus a uguent hectolitr greun nontec pe unan-varn uguent, hervez ma vezo gounezet gant ar prener pe gant ar güerzer.
— Evelse, ne meus d’en em occupi autramant demeus ar pez a sell ar poeziou hac ar muzuriou ?
— Nan, pa zeo güir ar Gouarnamant, conservatour eus an ingaldet, en deveus, er verificatourien, officerien spicial pere, dindan surveillanç ar prefet hac ar sous-prefet, a zo carguet deus an examin detaillet demeus an instrumantchou da boeza he da vuzuri. Ma tiguesse dê, en eur vancout d’o dever principal, poençoni, evit güerza, ur poez re fêbl, hac evit prena ur poez re grén, e vent torret a garg, hac ouspen se, traduet dirac an tribunal.
— Gant qementse eta neuze, da betra en em reduis va fonctionou ?
— Hon antretien var ar fonctionou-se a vezo hirbadus avoalc’h evit e gass da c'houde hor lein, ha neuze ec’h ellimp caout amzer da gomz en hon èz demeus va explicationou diveza.